Bro ar Roue Morvan a zo ul lec’h a feson evit mont d’en em gavout get Breizh en un doare digredus. Ret eo deoc’h ho lezel da gas get an natur ha he sekredoù. Er -maez eus al leur gozh e c’hellit dizoleiñ ul lec’h gwarezet eus an touristerezh puilh. Penaos ijinañ ul lec’h ken disi e kreiz ar vro Vreizh ? Amañ e c’hellit mont da bourmen e pep lec’h get nebeut koll amzer war an hent. Amañ e Kalon Vreizh,èl e vez lâret get an dud,  e c’hellit bevañ mareoù a feson hag en em vataat ag ho dudi.

Bout degemerus get an dud a zo lodenn ag hon buhez bemdeziek, evel hor sevenadur lec’hel a vremañ. En em gavout a reomp simpl-ha-simpl e kreiz ar festoù. Kalz a bljadur a zo da zansal ha gomz asambles get ur banne bennak.

Ni ho peda er vro ziles-se da saouriñ  ur voued ag ar re wellañ : hon anduilh giz ar Gemene, ur veaj lipous, hag ar c’hampouezh brudet a dra sur !

C’hwi a vo pedet da zizolein lec’hioù sioul, distenn ha digêrius gras d’hor maezioù disafarus hag hor gwenodennoù-bale. Souezhet e voc’h get gweledvaoù kaer a bep seurt e vez kavet e bro ar traoñiennoù. Gouzout a rit hag e vez kavet menezioù er vro-mañ ?

Pell zo bras, kuzhet get magoerioù an ilizoù hag an chapeloù, arzourion a bep seurt o deus laeset un heritaj a feson deomp. Saverion ijinek o deus savet stumm hor bro hag laeset glad ar savadurioù a feson deomp-ni.

Bremañ e kavit tud barrek hag a c’hella bleniañ ac’hanoc’h dre istor ar vro. Displeget e vo an amzer dremenet deoc’h evit sevel an dazont.

Kinnig a reomp Breizh, douar kreñv ha dizanav. Douar hag a veva en ur laouenekaat, en ur lodañ, en ur zizoleiñ sevenadur natur ha glad. Douar hag a c’hella kinnig ar pezh a faot deoc’h. Douar hag a leza sonjoù kaer deoc’h. Kredit mont davedomp da vevañ Breizh en ur mod all !